Troioù-kaer ma foltreder
Neuz
Troioù-kaer ma foltreder zo ur romant skrivet gant Yann-Fañch Jacq . Un istor polis ha faltazi evit ar vugale pe ar grennarded. Aet e oa Priz ar Yaouankiz gantañ e 2009.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alan, ur skolajiad, a c'hoarvez traoù burzhudus gant e boltreder: gwelet a ra tud o vervel en amzer da zont. Trubuilhet eo gant seurt gweladennoù. Etre daou soñj emañ: klask en em zizober diouzh e boltreder pe klask sikour an dud?
An tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan: tudenn bennañ an istor eo. Perc'henn eo war ar poltreder a gemer fotoioù eus an amzer da zont.
- Julie Salaün: Mamm Alan eo. E penn-kentañ e chom diskredik war istor he mab.
- Gaby Salaün: Tad Alan eo, hag ur mailh war an urzhiataerezh.
- Remi Sellin: Ur poliser eo. Chom a ra hep krediñ en istor Alan a-raok divizout reiñ an dorn dezhañ.
- Ar psi: Hennezh eo an hini kentañ o krediñ en istor Alan.