Trio Esperança
Trio Esperança zo anv ul laz-mouezhioù eus Brazil, bet savet e penn-kentañ ar bloavezhioù tri-ugent e Rio de Janeiro.
Al laz-mouezhioù kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un istor a garantez a liamm ar familh Corrêa (seizh bugel en holl) ouzh ar sonerezh o vezañ ma oa bet krouet ar strollad Golden Boys, e-tro 1958, gant an tri breur Corrêa (Renato, Roberto ha Ronaldo) hag ur c'henderv dezhe Valdir Anunciação. E kreizig-kreiz al luskad Jovem Guarda a lakae birvilh e buhez sevenadurel Brazil n'eo ket gwall souezhus o devoe bet c'hoant izili all eus an tiegezh da zispenn roudoù o breudeur henañ : gant Eva, Mário ha Regina Corrêa eta e voe savet Trio Esperança e 1961.
Ne reas ket berzh ar bladenn gentañ a deuas er-maez er memes bloavezh, an div ganaouenn O menino do amendoim ha Rock do espirro warni. E 1962, gant an eil pladenn − Filme triste/Broto no cha cha cha − e voe gwelloc'h an traoù. Dont a reas er-maez an albom kentañ - Nós somos o sucesso - e 1963 ha teir fladenn all : Dominique/Tua/O sapo/Bolinha de sabão, Olhando para o céu/Ensinando a bossa nova hag Aconteça o que acontecer/O passo do elefantinho. Ha da-heul :
- 1964 Três vezes sucesso
- 1964 Meu bem lolipop/Anjinho
- 1964 A lagartixa/Contando estrelas
- 1964 Dominique/Obrigado
- 1965 Não me abandone/A festa do Bolinha
- 1966 A festa do Bolinha
- 1967 A festa do Trio Esperança
- 1968 O fabuloso Trio Esperança
- 1968 Sayonara, Sayonara/Pequenina
- 1968 Você só pensa em você/Queria confessar
Ha hi pennganerez al laz-mouezhioù e reas he soñj Eva d'e guitaat e 1968 evit kendelc'her gant ur vicher solo dindan un anv nevez, Evinha.
An eil laz-mouezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Erlec'hiet e voe Eva gant he c'hoar yaouankañ Marizinha.