Mont d’an endalc’had

Treuzkas (mekanikerezh)

Eus Wikipedia

Un treuzkas zo ur stignad mekanikel a ro an tu da dreuzkas, pe da amdreiñ, ul luskad eus ur pezh d'egile. Talvezout a ra an elfenn-mañ eus ur chadenn energiezh evit azasaat ar c'houblad hag an tizh etre an organ keflusker hag an organ deuet diwarnañ.

Treuzkas ar fiñv zo unan eus implijoù pemdezusañ elfennoù ar mekanikerezh hollek, da lavaret eo mekanikerezhoù evit erlec'hiañ dorn Mab-den.

Diouzh ar mekanikerezhoù an treuzkas a zo mentaet a sell ouzh :

  • lec'hiadur ul lodenn eus ar mekanikerezh
  • al lusk a feller kaout;
  • an nerzh, pe ar c'houblad klasket
  • ar galloud