Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek
Neuz
(Adkaset eus Treiñ en euskareg)
EIZIE, pe Euskal Itzultzaile, Zuzentzaile eta Interpreteen Elkartea, eo anv Kevredad an droourien, reizherien ha jubennerien euskarek en Euskal Herria. Aozet e vez ganto stummadur an droourien euskarek ha difennet o gwirioù.
En 2007 e oa 300 ezel, darn oc'h ober war-dro an treiñ lennegel, re all an treiñ skiantel, pe lezennel, melestradurel, hag all.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet eo bet en 1987 gant un dornad troourien a vicher hag a felle dezho aozañ ar vicher. Juan María Lekuona e voe ar prezidant kentañ.