Tregigneg
Neuz
Tregigneg (Treff de Guignec, Guignec e 1464, Treguinec e 1671) eo anv rann reter kumun an Trevoù, e Treger, m'emañ ar Roc'hioù ha karter Sant Wenole, en-dro d'ar chapel. Ur barrez e oa e penn kentañ ar XVIIvet kantved, eus 1604 da 1632, met un drev hepken a-raok ha goude.