Tour-tan Pariz
Tour-tan Pariz, anvet ivez an tour-tan breton pe c'hoazh Tour-tan ar Vretoned, a oa un tour-tan lec'hiet 69,straed Castagnary e-kreiz karter Montparnasse, e XVvet arondisamant Pariz[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1994, perc'henn ar beskerezh Samouraï des mers en devoa bet c'hoant da gaout un arouez evit 25vet deiz-ha-bloaz e stal – tro mil a dud a zeue ingal d'e beskerezh da brenañ pesked a veze tapet e Breizh hepken.[2] Diwar patrom hini Ar Groazig e voe savet "tour-tan Pariz" neuze,a voe echuet er bloavezh 2001.
An tour-tan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dek metr uhelder a oa d'an tour-tan, outañ ur boulomig gant ur banniel Gwenn-ha-du en e zorn. E laez an tour, 23 m a-us ar straed, e oa ivez ur Gwenn-ha-du all. Ruz ha gwenn e oa livioù an tour, skrivet warnañ ar c'hoari-gerioù gallek Les Bretons sont tous frères car ils n'ont Quimper".[2]
Goude an tour-tan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pell zo e oa serr ar stal Samouraï des mers, setu e tivizas kuzul-kêr Pariz lakaat distrujañ an tour-tan ha sevel en e lec'h 251 lojeiz sokial evit studierien, labourerien yaouank ha labourerien divroet, en desped da c'houlennoù annezidi ar c'harter da gaout ul lec'h glas gant liorzhoù foran[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Ouest-France
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) France Bleu
- ↑ (fr) Le Parisien