Toull du steredenn

Eus Wikipedia

Un toull du steredenn a grou pa zisac'h ur steredenn dolzennek (dezhi tri zolz Heol pe muioc'h) warni hec'h-unan. Da vare an disac'hadenn e anad ur supernova pe ur bouilh skinoù gamma. Un hevelep toull du en deus un tolz etre tri ha pemp tolz Heol d'an nebeutañ. An hini brasañ anavezet (e 2001) en deus un tolz a dalvez 14 tolz Heol. Ar pep brasañ eus an toulloù du steredenn dre zisac'hadenn a grou diwar stered Wolf-Rayet .


Disac'hadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer ijinañ un toull du a n'eus forzh peseurt tolz oc'h harpañ war lezenn an dedennerezh hollek hepken, evel ma oa bet disklêriet gant Newton. Koulskoude, seul zisteroc'h eo an tolz, seul vui e rank an danvez bezañ bac'het evit krouiñ un toull du, zo fetis en un doare didermen. Hag e gwirionez ne anavezer argerzh naturel ebet gouest da grouiñ un toull du bihanoc'h evit 1,5 gwezh tolz an Heol pe war-dro, abalamour da natur an nerzhioù disheñvel a labour en disac'hadenn gravitadurel.

Un darvoud hogos didec'hus eo disac'hadenn ur steredenn tolzennek warni hec'h-unan. Gallout a rafed tremen hebiou d'an disac'hadenn pa vez kaoz eus steredennoù tolzennek-kenañ (120 tolz Heol en deroù) zo metalek-kenañ hag o deus da-heul un avel stered a laka ar steredenn da goll re a dolz evit ma c'hallfe disac'hañ goude. E diwezh he buhez nukleel, ar steredenn a strizh dindan gwered gravitadur he danvez.

Pa vez izeloc'h tolz ar steredenn evit bevenn Chandrasekhar (1,44 tolz Heol) e teuio ar steredenn o vervel da vezañ ur gorrez wenn. Pa vez uheloc'h he zolz, met bihanoc'h memes tra evit bevenn Oppenheimer-Volkoff (3,2 tolz Heol), e teuio da vezañ ur steredenn neutronek. En tu all d'ar vevenn-se, ne vez ket kempouezet ken ar gravitadur gant gwask disteradur an elektron (evit ar gorrez wenn), na gant hini ar proton (evit a sell ar steredenn neutronek). Didec'hus eo an disac'hadenn en degouezh-se hag e teu ar steredenn da vezañ un esparder.

Termenet e vez an toulloù du steredenn dre dri ferzh : o zolz, o c'harg tredan hag o momed korn (ar spin). War a soñjer o deus an toulloù du pep a vomed korn met n'eo ket bet kadarnaet ar soñj-se gant an evezherezh. Momed korn un toull du steredenn zo hini ar steredenn a oa en e raok.


Reizhad daouad skinoù X[kemmañ | kemmañ ar vammenn]