Toull-bac'h Poulo Condor
Galeoù Poulo Condor, anvet ivez Galeoù Côn Đảo (vietnameg : Nhà tù Côn Đảo) zo un toull-bac'h war enezenn Poulo Condor (Côn Son) e su Viêt Nam e proviñs Bà Rịa–Vũng Tàu.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin an anv Poulo Condor eo ar malayeg Pu Lao Kundur, a dalv kement hag "Enezenn ar C'houlourdrennoù".
An toull-bac'h a oa bet savet hag implijet gant ar galloud annamat a-raok an trevadenniñ gall. Adimplijet eo bet gant ar C'hallaoued adalek 1862 kerkent goude sinadur skrid-emglev Saigon ; kendalc'het eo bet an implij gant Stad Viêt Nam betek 1975. Lod eus ar brizonidi a oa toullbac'het e "kaouedoù tigred", hag echuet sezizet o divhar, goude bezañ bet bloavezhioù hep gallout sevel ha bale.
Galeoù gall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz izili brudet eus ar Việt Minh a voe toullbac'het eno. Broadelourien Viêt Nam brudet a veze kaset di.
Phạm Văn Đồng | Lê Đức Thọ |
An daou stourmer a voe bac'het e Poulo Condor adalek 1929 betek 1936 |
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Enkerzh "kaouedoù an tigred"