Toukouleured
Toukouleured | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Poblañs hollek | |||||||||
tro-dro da 800.000 | |||||||||
Rannvroioù e lec'h ma vezont kavet stank | |||||||||
| |||||||||
Yezhoù | |||||||||
Peuleg | |||||||||
Relijionoù | |||||||||
Islam | |||||||||
Pobloù liammet | |||||||||
Peuled |
Ur genel eus Afrika ar C’hornôg eo an Doukouleured pe Haalpulaaren. Emaint o vevañ dreist-holl e norzh Senegal (ma’z eont d’ober 10 % eus ar boblañs), e traoñienn ar stêr Senegal, e Maouritania hag e Mali.
A-hervez e teufe an Doukouleured eus rouantelezh kozh Takrour. Un trefoedadur eus anv ar rouantelezh-se eo o anv.
Komz a ra an Doukouleured rannyezh peulek ar Fouta-Tooro. « Haalpulaaren » a reont anezho o-unan, pezh a sinifi « a gomz pulaar », ar peuleg.
An holl Doukouleured pe dost a heuilh kelennadurezh an Islam.
Tost int d’ar Beuled nemet ez int chomidik.
Ur gevredigezh uheldadel eo hini an Doukouleured. Renkadet-kaer eo, ha rannet etre 12 kasta dezho pep a dri c’hlas. Ar pennoù bras relijiel hag ar varabouded a ya d’ober ar c’hasta uhelañ, Toorobbê e anv. Gant El Hadj Oumar Tall e oa bet diazezet un impalaeriezh toukouleur en XIXvet kantved war ul lodenn eus Mali bremañ.