Tony Benn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tony Benn e miz Meurzh 2005

Anthony Neil Wedgwood Benn, anavezetoc'h evel Tony Benn (3 a viz Ebrel 192514 a viz Meurzh 2014) a oa ur politikour saoz eus Strollad al Labour.

Ganet e voe e Londrez, mab d'ar politikour William Wedgwood Benn ha d'e wreg Margaret Eadie. Kenderv d'an aktourez Margaret Rutherford e oa. Studioù a reas en New College, en Oxford. Dimeziñ a reas e 1949 da Caroline Middleton DeCamp (marvet e 2000). E vab Hilary Benn zo politikour ivez.

Anavezet e oa Tony Benn evel unan eus an dud ar muiañ a-gleiz e Strollad al Labour. Embann a rae bezañ republikan ha meur a wech en doa savet e vouezh a-du gant Iwerzhon unanet hag a-enep ar brezelioù en Irak hag en Afghanistan[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. BBC News - Obituary: Tony Benn - 14/03/2014