Tokarn Nijmegen
Neuz
Tokarn Nijmegen zo un tokarn marc'hegiezh roman eus ar 1añ pe eil kantved goude Jezuz-Krist, a oa bet kavet en Izelvroioù. Kavet e oa bet e-tro 1915, dindan grouan nepell diouzh ar stêr Waal, e-kichen kêr Nijmegen. Seurt tokarnioù a veze douget gant marc'hegien roman eus ar vegenn. Hiziv-an-deiz e c'haller e welet er mirdi Museum Het Valkhof e Nijmegen.