Tiweg
Neuz
Yezhoù kiowek-tanoek eo ar yezhoù tiweg (tiwa, e spagnoleg: tigua), komzet gant tud eus ar bobl-orin Pueblo e Mec'hiko-Nevez, er Stadoù-Unanet.
Isrannet e vez ar yezhoù tiwek evel-henn:
- Tiweg an norzh: komzet e Taos Pueblo ha Picuris Pueblo
- Tiweg ar su: komzet en Isleta Pueblo ha Sandia Pueblo
Tost-tre eo an eil yezh d'eben.
Marv eo ar piroeg, komzet gwechall nepell eus Socorro e Mec'hiko-Nevez.