Titteya
| |||
|---|---|---|---|
Puntius Titteya
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Actinopterygii | ||
| Urzhad : | Cypriniformes | ||
| Kerentiad : | Cyprinidae | ||
| Genad : | Puntius | ||
| Anv skiantel | |||
| Puntius Titteya Linnaeus, 1758 | |||
| spesadoù all : | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ur pesk eus familh ar Cyprinidae eo an titteya. E Sri Lanka e vez kavet dreist holl daoust ma'z eus poblañsoù aet kuit eus akwariomoù e Mec'hiko hag e Kolombia. Ur pesk akwariom boutin eo. Emporzhiet e oa e Europa evit ar wech kentañ gant an embregerezh W. Odenwald e 1936.
Livadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pesk bihan eo (war-dro 5 cm) gant ur c'horf krenndev. Ar barezed a zo louet-gell o liv gant ul linenn a-blaen o redek eus al lost betek ar penn. Ar piri a zo ruz, dreist hol pa emaont o rutiñ.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E stêrioù ha gouerioù an izeldirioù e vev an titteya. Plijout a ra doureier sioul gant ur strudaj fetis hag ur PH etre 6,5 ha 7,5. Gwrezder a dle bezañ etre 23°C ha 26°C.
Gouennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dozviñ a ra an titteya war dro 300 vi er strudaj. Kalz vioù a vez debret gant ar c'herent hag aliet e vez d'o zennañ kuit goude an dozvaden ma fell dezhor gouennañ ar spesad e akwariom.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur pesk peoc'hek eo an titteya zoken ma c'hell ar piri bezañ argadus etrezo. N'int ket abeg da c'hloazadennoù an emgannoù-se, avat. Debriñ a ra amprevaned vihan ha kretenegion. En ereoù e c'heller e tegemer boued sec'h.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Atlas de l'Aquarium, Hans A Baensc & Rüdiger Riehl, Mergus 2002.