Tito Cortés

Eus Wikipedia

Luis Alberto Cortés Bonnet, anavezetoc'h evel Tito Cortés ( 3 Kerzu, 1924- 18 Gouere,1998) ha lesanvet El Ciclón del Pacífico a oa ur c'haner kolombian.

Ganet e oa en Tumaco, en arvor ar Meurvor Habask. Emzivad e oa, ha desavet gant Leocadia Fermín, ur vaouez ha ne oa ket e vamm. Kregiñ a reas da son gitar e kabaredoù kêr Cali ma chomas betek fin e vuhez. Tabut a savas etrezañ hag ar c'haner Daniel Santos, a damalle dezhañ dreveziñ e zoare da ganañ.