Tiobraid Árann

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar Straed Vras, e Tiobraid Árann

Tiobraid Árann (Tipperary e saozneg)[1] zo ur gêr eus Iwerzhon, e kreisteiz an enezenn. Roet he deus hec'h anv d'ur gontelezh, Kontelezh Tiobraid Árann. E 2006 e oa poblet gant tost da 5 000 a dud.

Emañ Tiobraid Árann war ribl ar stêr Ára. Ar Vikinged a oa en em staliet war un enezennig er stêr-se. En XIIvet kantved e oa bet savet ur c'hastell eno gant ar roue saoz Yann Iañ[2], met ne chom roud ebet eus ar c'hastell-se bremañ.

Ur c'hreñvlec'h saoz e oa Tiobrad Árann en XIXvet kantved hag e deroù an XXvet. [3]. Betek 10 000 soudard a oa eno e-pad ar Brezel-bed Kentañ, o vezañ gourdonet a-raok mont d'an talbenn e Bro-C'hall.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]