Tino Rossi
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Tino Rossi |
Anv ganedigezh | Constantin Rossi |
Anv-bihan | Tino |
Anv-familh | Rossi |
Deiziad ganedigezh | 29 Ebr 1907 |
Lec'h ganedigezh | Aiacciu |
Deiziad ar marv | 27 Gwe 1983 |
Lec'h ar marv | Neuilly-sur-Seine |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar pankreas |
Lec'h douaridigezh | grave of Tino Rossi |
Pried | Lilia Vetti |
Bugel | Laurent Rossi |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | aktour, kaner, aktour sinema |
Deroù ar prantad labour | 1932 |
Dibenn ar prantad labour | 1983 |
Benveg sonerezh | gitar, mouezh |
Pladennrolladur | Tino Rossi discography |
Tachenn | operetta |
Label sonerezh | Columbia Records |
Prizioù resevet | Commander of the Legion of Honour |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Constantin Rossi e oa gwir anv Tino Rossi. Ganet e oa en Aiacciu, e Korsika, d'an 29 a viz Ebrel 1907, ha marvet e Neuilly-sur-Seine, d'ar 26 a viz Gwengolo 1983, gant ar c'hrign-bev.
Ur c'haner gall e oa Tino Rossi, unan eus ar re vrudetañ adalek ar bloavezhioù 1930, e-pad ar brezel, hag er bloavezhioù 1950, ha moarvat an hini zo chomet ar pellañ war vicher.
Dont a reas da vezañ unan eus idolennoù yaouankiz e amzer, gant e vouezh flour e lakae an dimezelled da skrijal ha da semplañ, e-pad 30 vloaz da vihanañ en deus lakaet an dud da zañsal vals pe rumba. Leun-kouch e veze kement sal ma kane enni. Meur a gant pladenn en deus graet ha c'hoariet en deus e pemp film warn-ugent, darn anezho graet evitañ hepken (kemend-all a vo graet evit Elvis, ha Johnny Hallyday ivez), ken sur e oa an arc'hanterien da gavout o argant en-dro. Met ar gwellañ eo memestra "Si Versailles m'était conté", gant Sacha Guitry.
Bac'het e voe e-pad un toullad devezhioù pa voe dieubet kêr Bariz gant an armeoù amerikan ha gall.
Kanañ Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh e oa brudet e ganaouenn Venise et Bretagne ("Ah! Qu'elle est belle ma Bretagne..."), embannet e 1934, a zo bet kanet evel biskoazh er predoù-eured ha frikoioù, hag a vez kanet c'hoazh gant hon re gozh.