Timok

Eus Wikipedia
Ar stêr Timok

An Timok (serbeg ha bulgareg: Тимок; roumaneg: Timoc), anvet ivez Timok Bras (Велики Тимок pe Veliki Timok e serbeg, Timocul Mare e roumaneg), zo ur stêr e reter Serbia hag un adstêr d'an Danav war e lez dehoù. Dibenn red ar stêr a dalvez da vevenn etre Serbia ha Bulgaria.

E gwirionez ez eus un hollad meur a stêr anvet Timok doareet gant un anv-gwan. Adalek eien ar Svrljiški Timok betek kember ar Veliki Timok gant an Danav e tap 203 km a hed. Traoñienn an Timok zo anavezet evel Timočka Krajina, ur rannvro eus reter Serbia ma kaver ur bihanniver a roumanegerien.

An Timok Bras, pe Veliki Timok, a ya d'e ober ar stêrioù Beli Timok ("Timok Gwenn") ha Crni Timok ("Timok Du") a gember e Zaječar. Ar Beli Timok e-unan zo krouet gant ar stêrioù Svrljiški Timok ("Timor Svrljig") ha Trgoviški Timok ("Timok Trgovište") a gember e Knjaževac.

Ur 15 km bennak a-raok kemberañ gant an Danav ez a an Timok da verkañ ar vevenn etre Bulgaria ha Serbia. Kember an div stêr eo al lec'h norshañ eus Bulgaria ha pa n'emañ nemet en 28 m a uhelder a-us live ar mor (Mor Du) ez eo al lec'h izelañ e Serbia.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.