Mont d’an endalc’had

Timeo Danaos et dona ferentes

Eus Wikipedia
Marc'h Troia, hervez Domenico Tiepolo
Marc'h Troia

« Timeo Danaos et dona ferentes » zo ul lavar latin lakaet gant ar barzh latin Vergilius, en e veurgan Aeneis (II, 49)[1] e genoù Laokoon, lavar hag a dalv kement hag « Aon am eus rak ar C'hresianed, ha pa vezont o reiñ profoù. » Dave a ra da vojenn Marc'h Troia, ha brudet e oa en amzer ma veze skignet ar sevenadur klasel er skolioù.

Implijet e vez hiriv dreist-holl d'ober anv eus promesaoù ar bolitikerien.

  • E 2018, anv ar romant Greeks Bearing Gifts (Gresianed o tougen profoù) gant Philip Kerr, unan eus re diwezhañ ar rummad Bernie Gunther.