Mont d’an endalc’had

Timbroù an Inizi Åland

Eus Wikipedia
Banniel an inizi

Un enezeg eo inizi Åland (skrivet Aaland a-wechoù), enni ur 6 500 enezenn bennak e genoù pleg-mor Botnia etre Finland ha Sveden ha poblet gant svedegerien.

Statud ur proviñs emren zo gant inizi Åland e Finland.

An timbroù kentañ zo bet embannet e 1984 gant melestradurezh Finland evit an enezeg.

E 1993 eo nevesaet statud an enezeg ha roet hec’h emrenerezh da vat da Bostoù Åland.

Timbr 1985

Danvez an timbroù zo stag ouzh buhez ar vro vihan alies : savadurioù (tour-tan, ilizoù, milinoù), ar sportoù, an natur…

War-dro 273 timbr-post zo bet embannet etre 1984 ha 2006.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]