Timbroù an Antilhez Nederlandat
Anvet e voe Antilhez Nederlandat (Nederlandse Antillen en izelvroeg) strolladenn velestradurel c’hwec’h enezenn (pemp goude 1986) eus ar Mor Karib etre 1954 ha 2010 : Bonaire, Curaçao, Sint Eustatius, Saba, lodenn greisteiz enez Sint-Maarten hag Aruba, deuet da vezañ ur Stad ezel eus Rouantelezh an Izelvroioù e 1986. Divodet eo bet ar framm d’an 10 a viz Here 2010.
Abaoe, Curaçao, Aruba hag al lodenn nederlandat eus enez Sint Maartin o deus savet teir Stad emren e-barzh Rouantelezh an Izelvroioù, tra ma'z eo inizi Bonaire, Saba ha Sant-Eustatius, anvet Izelvroioù ar C'harib, kumunioù gant ur statud ispisial ebarzh an Izelvroioù.
Aozet e voe ar servijoù-post kentañ dre fiziañ al lizheroù el listri a oa o porzhiañ en enez bep an amzer. Pa voe aloubet Curaçao gant armeoù Breizh-Veur (1807-1815) e tigoras ar Rouantelezh-Unanet ur burev-post. E 1825 e krouas gouarnamant an Izelvroioù un ti-post e Willemstad ha savet e voe e 1854 ur servij mont-ha-dont gant listri evit treuzkas lizheroù etre ar gêr-se ha Hellevoetsluis. Ar Royal Mail Steam Packet Company a reas war-dro an treuzdougen betek 1885.
Curaçao (1873–1950)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’an 23 a viz Mae 1873 e voe embannet an timbroù kentañ da vezañ implijet er c’hwec’h enezenn ar Mor Karib dindan dalc’h an Izelvroioù. Kaoz e veze eus “Curaçao hag an tiriadoù-suj” er mare-se, alese e kaver an alc’hwez CURAÇAO hepken war an timbroù embannet etre fin an XIXvet kantved hag ar bloaz 1949. C’hwec’h timbr gant un talvoud-gwerzh izel (2 ½ c betek 50 c) a ginnige poltred a-skerb ar roue Gwilherm III. Heuliet e voe gant un nebeut timbroù uheloc’h o friz (2 ½ gulden) e 1879, 12 ½ g e 1886 ha pevar all e 1889. An holl dimbroù-se a oa bet embannet hep gom (abalamour d'an tommder ha d'ar glebor) betek 1890.
E 1889 e krogas un hengoun hir gant embann timbroù a dalvoudegezh izel (1c da 5c) gant ur sifrenn vras en o c'hreiz. Pa varvas Gwilherm III e 1890 e teuas e verc’h Wilhelmina war e lerc’h d’an oad a 10 vloaz. Wilhelmina zo bet e-touez an dud yaouankañ a oa bet skeudennaouet war un timbr betek an deiziad-se pa voe moullet ur rummad pemp timbr e 1892 war batrom re ar bloaz 1889 (he fenn troet war an tu-dehou e kreiz un ovalenn).
Gant an diouer a dimbroù e voe rediet melestradurezh ar Postoù da implij timbroù Izelvroioù dreistmoullet CURAÇAO e 1899-1902. Embannet e voe ur rummad timbroù boutin nevez e 1904, gant sifroù hag ur vent a-blaen (talvoudoù-gwerzh izel) pe gant poltred ar rouanez e-barzh ur c’helc’h hag ur vent a-blom (talvoudoù gwerzh uhel). Talvoudoù nevez a voe ouzhpennet e 1906 ha 1908.
Ar rummad a voe lakaet e gwerzh e 1915 a oa heñvel ouzh hini an Indez Nederlandat un nebeud bloavezhioù a-raok. Sklaeroc’h eo foñs an timbroù a dalvoudegezh izel (gant ur sifr) tra ma ‘z eus bet roet ul liv « ekzotek » da re a ziskouez poltred ar rouanez : emañ o sellout ouzh ul lestr war vor (eus 10 c da 30 c), gwez-palmez a bep tu d’he dremm (eus 50 c da 2 ½ g). Adembannet e voe ar rummad e 1922 gant livioù all.
An timbroù-lid kentañ, e 1923, a lidas 25vet deiz-ha-bloaz kurunadur Wilhelmina (goude prantad ar rejañs), o skeudenniñ anezhi gant ur poltred engravet fin. Adimplijet e voe ar poltred e 1928, hag ouzhpennet e voe ur vag e traoñ an dresadenn.
E 1934 e voe lidet 300vet deiz-ha-bloaz an drevadenn gant ur rummad 17 timbr. Dibabet e oa bet poltredoù tudennoù pouezus eus an istor, ha skeudenn lestr Johannes van Walbeeck.
E 1943 e teuas er-maez ur rummad divoutin e bedig-bed timbrawouriezh an Antilhez Nederlandat met heñvel awalc’h o stumm ouzh ar pezh a veze embannet e trevadennoù ar Rouantelezh-Unanet. Gwelet e veze poltred ar rouanez e-barzh un ovalenn, skeudenn engravet gweledva un enezenn bennak hag hec’h anv a-zindan. Dic’hortoz ivez al livioù : glas-mouk hag orañjez, liv mein-glas ha kistin-ruz… Ur rummad heñvel a voe savet evit ar postoù dre-nij (Luchtpost en izelvroeg).
-
Bonaire
-
St Eustatius
-
Saba
-
St Maarten
-
Aruba
-
Curaçao
E-pad ar bloaz 1948 e voe savet war un dro ar rummad diwezhañ o kinnig poltred Wilhelmina, blev gwenn dezhi, hag un all gant dremm Juliana a voe roe tar gurunenn dezhi e miz Kerzu.
Antilhez Nederlandat (1949-2010)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Erlerc’hiet e voe e 1949 an timbroù gant an alc’hwez CURAÇAO, a roe da grediñ ne oa enez ebet estreget an hini vrasañ, gant timbroù gant NEDERLANDSE ANTILLEN.
Liesseurt e oa danvez an timbroù, ul lodenn anezho o vezañ damheñvel ouzh re Izelvroioù pe tiriadoù all ar rouantelezeh (Ginea-Nevez da skwer). Un darn anezho a oa gouestltet d’an inizi (touristelezh, leti Curaçao, …). Timbroù madoberus gant un dreist-taos (evit ar re yaouank) a veze embannet pep bloaz.
Pa voe divodet an Antilhez Nederlandat e voe roet an emrenerezh fostel da Enez Curaçao, da Sint-Maarten ha d'an Izelvroioù ar C’harib (Sint Eustatius, Saba ha Bonaire). Timbroù zo bet embannet gant Aruba adalek 1986.