Timbroù Tiriad Zeland-Nevez
Anvet eo Tiriad-suj Ross (e saozneg "Ross Dependency") ar vro hag un toullad enezennoù (Enez Ross, Enez Roosevelt, Enez Scott hag an inizi Balleny) dindan dalc'h ar Zeland-Nevez en Antarktika abaoe 1923, hep na vefe asantet an aotrouniezh-se gant stadoù all ar bed. Skiantourien a vez eno o labourat a-hed ar bloaz, e bon-studi Scott ha hini Mc Murdo.
Roet eo bet hec'h anv en enor d'ar Skosad James Clark Ross, en doa dizoloet Mor Ross.
Timbroù Ross Dependency a zo bet embannet gant melestradurezh postoù Zeland-Nevez evit bezañ implijet war lizhiri e bon-studiañ Scott abaoe 1957.
Implijet e oa bet timbroù Zeland-Nevez dreistmoullet e-kerzh div ergerzhadenn a-raok er rannvro.
Bro ar Roue Edouarzh VII
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1908 e kuitaas ar c'habiten Ernest Schakleton Zeland-Nevez tra ma kemere perzh en Ergerzhadenn Vreizhveurat an Antarktika. Fiziet e voe 23 493 timbr ar rummad "Penny Universal" ennañ, anvet Zealandia. Dreistmoullet e oant bet gant ar meneg "King Edward VII Land" (Bro ar Roue Edouarzh VII) evit bezañ implijet gant izili an ergerzhadenn.
Kachedet e oa al lizhiri kaset eus Antarktika gant ar gerioù BRIT. ANTARCTIC EXPD. ha N.Z., mui an eur, an deiz hag ar bloaz war 4 linenn er c'hreiz.
Abalamour d'ar skorn ne c'hellas ket Shackleton tizhout Bro ar Roue Edouarzh VII ha staliañ a reas e greizenn e McMurdo Sound Victoria Land.
Bro Victoria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok kuitaat Zeland-Nevez evit an ergerzhadeg Terra Nova e 1910 e voe anvet ar c'habiten Robert Falcon Scott da rener ar postoù. 24 000 timbr "Penny Dominion" eus Zeland-Nevez (200 follenn) a oa bet moullet, warno VICTORIA LAND, ha 23 171 anezho a oa bet kaset gant Scott en ergerzhadeg.
E 1912 e voe moullet 2 400 timbroù 1⁄2d Edouarzh VII ouzhpenn, ha 1 940 anezho a voe kaset e bourzh ar vag Terra Nova pa zistroas da Antarktika e-pad ar prantad hañv 1912-1913.
Tiriad-suj Ross
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An timbroù kentañ warno an enskrivadur Ross Dependency a voe embannet d'an 11 a viz Genver 1957, asambles gant Ergerzhadeg Antarktika Zeland-Nevez, renet gant Sir Edmund Hillary (ul lodenn eus Ergerzhadeg Treuzantarktika ar C'hommonwealth). Fiziet e oa bet karg Mestr ar Postoù ennañ, ha savet diouzhtu ur burev-post en un deltenn e bon Scott
En heuliad timbroù kentañ e oa pevar zimbr, dezho ur priz-talvoud 3d, 4d, 8d ha 1s 6d. Pa voe degemeret ur moneiz dekvedel gant Zeland-Nevez e 1967 e voe adembannet timbroù e talvoudoù 2c, 3c, 7c ha 15c.
Ur rummad nevez, ennañ c'hwec'h timbr a dalveze 3c, 4c, 5c, 8c, 10c ha 18c, a voe embannet e 1972. An heuliad war-lerc'h, embannet e 1982 evit lidañ 25vet deiz-ha-bloaz ar bazenn Scott, a oa ennañ timbroù 5c, 10c, 20c, 30c, 40c ha 50c.
Serret e voe burev-post Bazenn Scott e 1987 e-kerzh reizhadur Post Zeland-Nevez. Treuzkaset e oa bet lizhiri ar greizenn da Christchurch ha paouezet e oa bet da embann timbroù "Ross Dependency".
E 1994 ec'h adkrogas postoù Zeland-Nevez da embann timbroù dindan anv "Ross Dependency", abalamour d'ar goulennoù lec'hel hag etrebroadel.
Ur rummad nevez liesliv a voe embannet e 1994, hag heuliadoù skeudennaouet pemp pe c'hwec'h timbr a vez embannet bep bloaz abaoe.
Ne c'heller ket ober gant seurt timbroù evit kas lizhiri e Zeland-Nevez avat, nemet en ur burev-post lec'hiet e Christchurch, meret gant Ajañs Tiriad-suj Ross, evit brasañ plijadur an dimbrawourien hag ar werzherien timbroù a-vicher.
Kachedet e vez an timbroù gant ur siell "Ross Dependency Agency, Christchurch".
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Duns, Robert J. New Zealand Antarctic Postal History to 1941: A Study of the postal history of the Antarctic expeditions associated with New Zealand. Christchurch: Philatelic Foundation Christchurch, 1997 ISBN 0-4730-4314-9, 112 p.
- Gibbs, Eric R. Ross Dependency - Briefmarken und Postgeschichte. Leverkusen: Polarphilatelie e.V., Arbeitsgemeinschaft im BDPh e.V., 1973, 19 p.
- Jurisich, Mark A. A postal history of Ross Dependency (New Zealand Antarctic) 1955-77. Christchurch: Classic Publications, 2002, 187 p.
- Sefi, Alexander J. King Edward VII Land: A History of the Special Postage Stamps issued for use in the Antarctic Regions for Sir Ernest Shackleton's Expedition of 1907-9. London: D. Field, 1912, 17 p.