Timbroù Tahiti
Unan eus inizi Polinezia c'hall, er Meurvor Habask, eo Tahiti.
D’ar 25 a viz Here 1862 e krog implij an timbroù e Tahiti, ha graet e vez gant re an « Trevadennoù gall » embannet e fin an XIXvet kantved.
E 1882 e rank ar postoù dreistmoullañ timbroù gant ur priz 25 c hag ar meneg « TAHITI » mui barlennoù du a-zerc’h, evit taliñ ouzh un diouer a dimbroù a briz izel. Kement-se a c’hoarvezo e 1884 gant an timbroù 5c ha 10c.
E 1892 e vez lakaet e gwerzh timbroù Tiriadoù gall Okeania ar rummad Navigation & Commerce, ha bloaz war-lerc’h e vezont dreistmoullet pe gant an anv TAHITI moullet a-skizh, pe gant « 1893 / TAHITI » a-blaen.
Timbroù Tiriadoù gall Okeania a vez graet gante ingal da c’houde, nemet e 1903, dre ziouer a dimbroù c’hoazh, ha dreistmoullet e vezont gant "TAHITI / 10 / CENTIMES" pe « … centimes » evit un nebeud re.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelout Timbroù Tiriadoù gall Okeania