Mont d’an endalc’had

Timbroù Surinam

Eus Wikipedia
Timbr 1879 Gwilherm III
Ar rouanez Wilhelmina 1893

Un drevadenn nederlandek eo bet ar vro amerikan anvet Suriname, bet anavezet gwechall dindan anv Gwiana an Izelvroioù. Deuet eo da vout un tiriad emren e miz Kerzu 1954 hag ur republik dizalc’h e miz Du 1975. E 1873 e voe embannet an timbroù kentañ. Kinnig a raent poltred Wilhelm III an Izelvroioù, gant prizioù-talvoud ha livioù disheñvel. Nebeut tre a dimbroù a voe embannet goude : penn ar rouanez Wilhelmina yaouank (rummad 1893) pe en en oad gour (rummadoù 1904-08 ha 1913-15) a ra d’ober an darn vrasañ eus oute.

Dav eo gortoz ar bloavezh 1927 ha da heul evit gwelet timbroù liesseurt, timbroù madelezus alies : evit mad ar Groaz Wer (a sikoure reuzidi an drastadennoù naturel en Izelvroioù), evit ar re yaouank, evit lidañ deiz-ha-bloaz misionoù Breudeur Moravia

E 1945 e teuas er-maez ur rummad timbroù levezonet mat gant ar rummadoù a gaver en trevadennoù saoz ha gall en amzer-se : gweledvaoù sioul ha hoalus, tud ar vro dizanv, pinvidigezh ar vro (mengleuzioù, korzioù sukr…) ha poltred ar rouanez er c’horn.

E 1953 e voe dreistmoullet an timbroù savet e 1948 war patrom re an Izelvroioù (dremm ar rouanez Juliana) gant ar gerioù STORMRAMP NEDERLAND 1953 (Barrad-avel dismantrus) hag ur priz uhelaet.

Johannes_Baptist_Swinkels Timbr 1966

E 1954 e tapas ar Surinam ur statud “Dominion” e-ser Rouantelezh an Izelvroioù. Tro 320 timbr a voe embannet etre ar bloaz-se ha 1975, pa teuas ar Surinam da vezañ ur stad dizalc’h.

Merket e voe an taol-dispac’h a c’hoarvezas e 1980 hag a voe heuliet gant diktatouriezh ar soudarded gant un timbr a enoras deiz-ha-bloaz an Nevezerezh Broadel. E 1984 e voe lakaet e gwerzh un timbr evit brudañ Kampionad soudardel etrebroadel ar basket-ball

Liesseurt e oa danvez an timbroù avat : gizioù ar vro, an natur, tudennoù vrudet ar bed (Nicéphore Niépce, Martin Luther, timbroù madelezus evit ar re yaouank… 15 timbr warno panelloù-hent a voe lakaet e gwerzh evit brudañ an tremenerezh-hent !

Adal ar bloazioù 2000 e krog ar velestradurezh da embann un niver bras spontus a dimbroù evit o lakaat war marc’had etrebroadel an dastumerien. 80 timbr a voe embannet e 2007 da skwer, gouestlet d’ar marmouzed, balafenned, pesked, evned, raneged…

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]