Timbroù Sina – Burevioù alaman
Neuz
Alamagn a astennas he gwarezveli war aod bae Jiaozhou e 1898, eno kêr Qingdao. Levezon he doa war ar vro tro-dro, rannvro Shandong a-bezh ha traoñienn ar stêr Huang He.
Etre 1897 ha 1900 e vez lakaet e gwerzh timbroù alaman ar rummadoù boutinañ gant ur soulgarg “CHINA” a-skizh. Treiñ a ray ar soulgarg-se hervez ar bloavezhioù : a-blaen pe a-serzh e vo war timbroù embannet e 1900, moulet gant lizherennoù gothek e 1905. 48 timbr a vo embannet gant postoù an impalaerieh a-raok na vo serret a servij-postel e 1915.