Mont d’an endalc’had

Timbroù Senegal-Uhel ha Niger

Eus Wikipedia
Timbr 1914

Senegal-Uhel ha Niger (galleg : Haut-Sénégal et Niger) a oa un drevadenn c’hall en Afrika ar C'hornôg, bet krouet e 1904 diwar Senegambia ha Niger. Dont a reas Niger da vezañ un distrig milourel distag e 1911 hag un drevadenn distag e 1922. Dispartiet e voe Volta-Uhel e 1919, ha krouet ar Soudan c'hall gant ar peurrest eus an tiriad e 1920.

Embannet he deus an drevadenn un toullad timbroù-post e-pad he buhez verr.

E 1906 e teuas er-maez 17 timbr a veze gwelet en holl drevadennoù Frañs : poltred ar jeneral Louis Faidherbe, ur wezenn-balmez hag ar gouarnour-jeneral Noël-Eugène Balley. An talvoudegezhioù-gwerzh a save etre 1 gwenneg ha 5 lur gall.

Un heuliad all a 17 timbr a voe moullet etre 1914 ha 1917, gant an hevelep tresadenn : ur c'hañval gant e varc'heger – met pep hini moullet en ur c'houblad livioù disheñvel. Adkavet e voe an timbr 10 gwenneg e 1915 dreistmoullet (+ 5 gwenneg) evit ar Groaz Ruz.

Un toullad timbroù-taos a voe embannet e 1906 ha 1915 ivez.

Adalek 1921 e voe implijet timbroù ar Soudan c'hall

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]