Timbroù Saint Kitts ha Nevis
An div enezenn Saint Kitts ha Nevis, en Antilhez Bihanañ, a ya d’ober ur stad dizalc’h abaoe an 19 a viz Gwengolo 1983.
Asambles gant enez Anguilla e voent un drevadenn saoz adalek 1883. Pa voe kinniget d’an enezeg dont da vezañ ur Stad Keveler (Associated Statehood e saozneg) e 1967, poblañs Anguilla a zibabas bezañ dizalc’h ha dispartiet diouzh e amezeien, pezh a voe nac’het groñs gant ar Rouantelezh-Unanet a gasas soudarded di evit kadarnaat he beli. Betek 1982 e chomas c’hoazh un drevadenn saoz a-raok tapout statud un « Tiriad Tramor eus Breizh-Veur » (British Overseas Territory).
Timbroù an Antilhez Bihanañ (Leeward Islands) hepken a voe implijet etre 1890 ha 1903, hogen er bloaz-se e krogas ar velestradurezh saoz da embann timbroù evit an inizi gant an alc’hwez Saint Kitts and Nevis. Kement-se a badas betek 1952 pa voe nevesaet an titl evit stagañ un tiriad ouzhpenn : St. Christopher Nevis and Anguilla e voe hiviziken. Implij timbroù an Antilhez Bihanañ a voe c’hoazh betek 1956.
D’an 23 a viz Even 1980 e vo krouet div velestradurezh, unan evit a sell enez Saint-Kitts hag unan all evit Nevis. Anguilla, diouzh he zu, he doa savet ur velestradurezh emren abaoe an disrann e 1967.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Baldwin, Peter L. A Study of the King George VI Stamps of St. Kitts-Nevis, 1938-1950. Axbridge, Somerset: Murray Payne Ltd., 1997 ISBN 1-901624-00-5 69p.
- Brookes, Brian. Classic Collections: St. Kitts postal history. Javea (Spain): The British West Indies Study Circle, 2011 ISBN 9781907481147 34p.
- Saunders, F. R. GEOSIX Newsletter Study Paper No. 3: St. Kitts-Nevis 1938-1952. Southampton: King George VI Collectors Society, 1975 12p.