Mont d’an endalc’had

Timbroù Perou

Eus Wikipedia

E miz Gouere 1821 e embannas ar jeneral José de San Martín e oa dizalc'h Perou diouzh Spagn. Asantet e voe gant ar rouantelezh pa voe trec’het gant arme Antonio José de Sucre en emgann Ayacucho e 1824.

Republik Perou nevez krouet a grogas da implijout timbroù litografet e 1857, pourvezet da gentañ gant ar Pacific Steam Navigation Company (PSNC), alese un embregerezh listri breizhveurat a rae war-dro ar c'henwerzh hag an dasparzhañ lizheroù e kornôg Suamerika. Aotreet e voe gant gouarnamant Perou ma voe lakaet e gwerzh e Perou daou dimbr ar PSNC hepken (1 real glas ha 2 real ruz) adalek ar 1añ a viz Du 1857. N’eus meneg ebet eus Perou war ar c’houblad timbroù avat. Kavet e vez timbroù-faos e gwerzh, gant livioù n'int ket bet embannet biskoazh ha kachedet gant sielloù faltazi.

Timbr PSNC (1857)
Skoed-ardamez Perou (1858)

E miz Meurzh 1858 e teuas er-maez an timbroù kentañ savet gant melestradurezh Perou. Moullet war mod al litografiezh, ar rummad tri zimbr a ginnige skoed-ardamez Perou. Dre fazi e voe embannet un timbr a dalvoud-gwerzh un hanter-peso a liv roz (e lec’h …), an timbr fazius kentañ en istor timbrawouriezh Perou eta.

War-dro 1860 en doa prenet gouarnamant Perou ur mekanik savet e Bro-C'hall (ar wask "Lecoq" hec’h anv) a veze implijet evit moullañ gant torosennadurioù an timbroù, ha troc’hañ anezho hep na vefe toulligoù etrezo.

Implijet e voe ar wask-se evit pevar zimbr embannet gant skoed-ardamez ar vro (1 dinero ruz, 1 peseta gell-sklaer, 1 dinero glas hag 1 peseta orañjez).

Tren bihan (1871)
Skoed-ardamez Perou (1874)

An timbr-lidañ embannet e miz Ebrel 1870 ha lesanvet Trencito (an tren bihan) zo e-touez ar re gentañ a seurt-se er bed. Bosek eo skeudenn an tren a weler e-kreiz an timbr. Produet e oa bet e Lima gant ur benveg “Lecoq” savet e Bro-C'hall.

An timbr "Trencito" a oa unan eus ar re ziwezhañ eus Perou produet gant ar benveg ral-se, asambles gant an timbr glas-sklaer 2 centavos (an timbr "Llamita"). Ne implijas servij post Perou nemet timbroù kranellet adalek 1874.

Machu Piccu (1970)

Betek fin an XXvet kantved ne gredas ket melestradurezh Postoù Perou ober eus an timbroù ur varc’hadourezh evit pourveziñ dastumerien ar bed. E 1957 e oa bet embannet 440 timbr hepken ganti, an darn vrasañ diouto o plediñ gant sevenadur ha tudennoù ar vro. Fonnusoc’h e voe an embann timbroù er bloavezhioù 2000 avat : 1 607 timbr a oa bet embannet pa grogas ar bloavezh 2007.

Timbroù zo a ro testeni eus istor politikel turmudet Perou en deus gouzañvet meur a daol-stad en XXvet kantved. E 1969 e veze meuleudiet gant daou rummad timbroù broadeladur an embregerezhioù eoul-maen hag ar politikerezh adlodennañ an douaroù gant ar gouarnamant adreizher. E 1975 e oa bet moullet gant ar Postoù timbroù anvet “Perou zo mestr war e donkad" (El Peru determina su destino e spagnoleg). Enoret e voe an arme (e 1977) hag harozed Brezel ar Meurvor Habask (e 1979) pa oa ar Jeneral Francisco Morales Bermúdez e penn ar vro.

Tamm ha tamm e vez roet he flas da sevenadur an indianed (pezhioù artizanel). Kizidik eo bet an tresañ bevennoù stabil etre Perou hag ar broioù tost, un abeg evit embann timbroù gant kartennoù-bro e voe. Tudennoù, degouezhoù ha sevenadur Perou a ya d’ober an darn vrasañ eus danvez an timbrou.

Timbroù rannvro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1884 e oa bet embannet timbroù gant melestradurezh rannvroioù Perou. Eestreget en Arequipa a savas timbroù nevez gant poltred brezelourien pe gant skoed-ardamez ar vro, e voe trawalc’h d’an departamantoù all dreistmoullañ un dra bennak war an timbroù bet embannet diagent. Timbroù Arequipa a voe implijet e Stad dibad Perou ar Su.

Roll :

Timbr Arequipa (1885)
Timbr Departamant Puno (1882)
  • Ancachs : FRANCA
  • Apurimac (e 1885) : ADMON PRAL DE CORREOS DE Pto APURIMAC
  • Arequipa (1882-1885) : Arequipa e-barzh ur c'helc'h
  • Chala : Chala e-barzh ur c’helc’h
  • Chiclayo : FRANCA e-barzh un ovalenn
  • Qusqu : CUZCO e-barzh un ovalenn, pikoù pe al lizherenn T e-barzh un ovalenn.
  • Huacho : T e-barzh ur c’helc’h
  • Moquegua : MOQUEGUA (hirrgarrezenn, pikoù pe T en ur c’helc’h)
  • Paita : PAITA en ur ovalenn
  • Piura : PIURA (ovalenn) pe PIURA VAPOR
  • Puno : PUNO M
  • Ica : YCA pe YCA VAPOR

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Nicoletti, Gonzales Carlos. El Servicio Postal y filatélico en el Perú. 1991. Awarded the Alvaro Bonilla Lara Medal in 1991 by the FIAF.
  • Salvatteci, Aldo. Tratados Postales del Perú hasta su ingreso a la Unión Postal Universal. 2003.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]