Mont d’an endalc’had

Timbroù Niue

Eus Wikipedia
Timbr ar bloaz 1920
Timbr ar bloaz 1932

Emañ enezenn Niue er Meurvor Habask, etre inizi Tonga hag enezeg Cook. Lesanvet Roc’h Polinezia pe ar Roc’h e berr gomzoù, 1653 a dud a oa o chom enni e 2022, Polinezianed anezho dreist-holl.

Etre 1901 ha 1974 e oa bet un tiriad tramor dindan melestradurezh Zeland-Nevez, ha pa oa bet sinet un emglev gant Auckland e teuas da vezañ ur Stad emren evel an Inizi Cook.

An timbroù kentañ embannet d'ar 4 a viz Genver 1902 a oa timbroù Zeland-Nevez ar mare-se dreistmoullet gant NIUE.. Lenn a reer NIUE PENI ha NIUE TAHA PENI war an timbr a gouste 1 penny.

E 1920 e voe lakaet e gwerzh un heuliad skeudennaouet gant ar meneg NIUE. Amsklaer eo statud an enezenn avat, rak e 1932 e kaver ur rummad skrivet “Niue Cook Islands” warnañ.

Ar c'habiten Cook - 1932

Tro 150 timbr hepken a voe embannet etre 1902 ha 1974, pa voe roet an emrenerezh d’an enezenn. Cheñchet eo bet politikerezh melestradurezh ar postoù adalek ar bloavezhioù 1970 avat. Muioc’h-mui a rummadoù a denn d’ar "pop-culture" etrebroadel a ya d’ober danvez an timbroù : livadurioù, degouezhioù a-bouez familh ar rouanez Elesbed II (eured ha deiz-ha-bloaz ar Priñs Charlez, hini e vamm-gozh…), Elvis Presley, Marilyn Monroe, lapoused a bep ouenn, kentrivadegoù sport a bep seurt… Etre 1974 ha 2000 e voe embannet 580 timbr evit un implij war enezenn Niue sañset.

E 1996 evoa bet krouet an embregerezh Niue Philatelic and Numismatic Company (Embregerezh timbrawourieh ha numismatek Niue) evit ober war-dro an embann timbroù e anv Niue gant melestradurezh Postoù Zeland-Nevez hag hep mar, degas arc'hant da armerzh an enezenn vihan.

E 2011 e voe tamallet ar Postoù da vezañ embannet ur c’houblad timbroù evit enoriñ dimeziñ ar Priñs William ha Kate Middleton : dispartiet e oa ar c’houblad priñsed pa oa disrannet an daou dimbr !

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]