Mont d’an endalc’had

Timbroù Liechtenstein

Eus Wikipedia
Timbr 1912

Al Liechtenstein zo ur briñselezh dizalc'h (abaoe 1806) e Kreiz Europa, etre Aostria ha Suis.

Etre 1850 ha 1921 ez eus bet implijet timbroù eus Aostria.

Etre 1912 ha 1921 e veze skrivet “Fürstentum Liechtenstein - K. K. Oesterr. Post” war an timbroù embannet er vro, da lavaret eo “Postoù impalaerel ha roueel aostrian”.

Goude ar bloaz 1921 n’eus nemet ar meneg “Fürstentum Liechtenstein” war an timbroù.

Dalc’het he deus ar Stad vihan darempredoù kenwerzhel ha politikel start gant e amezeien nesañ. Al Lur suis eo moneiz ar vro.