Timbroù Kompagnunezh Vreizh-Veur evit Su-Afrika

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Timbr 1897

Kompagnunezh Vreizh-Veur evit Su-Afrika (« British South Africa Company » pe BSAC e saozneg) zo bet krouet gant Cecil Rhodes evit kas war-raok ur bolitikerezh drevadenniñ ha touzerezh e Su Kreiz-Afrika, gant asant ar Rouantelezh-Unanet. An embregerezh brevez he deus meret ar vro betek 1909, pa dro ez-ofisiel he statud da drevadenn ar Rouantelezh-Unanet dindan an anv a Rhodesia. E 1924 ez eo rannet e daou damm ar vro : Rhodesia an Norzh (a vo adanvet Zambia diwezhatoc’h) ha Rhodesia ar Su, a anavezomp dindan anv Zimbabwe hiriv.

  • 1890-1891 : timbroù gant ardamezioù ar vro
  • 1896 : timbroù Kab ar Spi-Mat soulgarget « British South Africa Company »
  • 1898 : rummad-timbroù gant an ardamezioù kemmet
  • 1905 : rummad timbroù evit lidañ ar pont a-us ar Zambeze o kinnig lamm-dour Victoria

Timbroù gant ar meneg Rhodesia a vo implijet goude 1909.