Timbroù Jibraltar

Eus Wikipedia
Poltred Viktoria - 1889
Poltred Edward VII - 1903
Jibraltar gant poltred Jorj VI - 1937

Jibraltar (saozneg : Gibraltar) a zo un tiriad breizhveuriat tramor lec'hiet e su al Ledenez Iberiat.

Betek 1886 e veze graet gant timbroù saoz gant ur sielladur A 26 pe G.

E 1886 e teu er-maez timbroù gant poltred ar Rouanez Viktoria embannet er Bermuda gant ar soulgarg « Gibraltar ».

Timbroù gant ar meneg « Gibraltar » a vo moullet goude-se ha betek hiriv.

E 1889 zo bet embannet timbroù Viktoria warno ar gerioù « centimos » pe « pesetas », ar re nemeto bet soulgarget gant un dalvoudegezh e moneiz Bro-Spagn.

Un iskis a dimbr zo bet savet e 1969 : e stumm zo hini ar « Roc’h », da lavaret eo ar garreg a zo arouez al ledenez.

Tro 1200 timbr zo bet lakaet e gwerzh gant Postoù Jibraltar etre 1886 ha 2006.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]