Mont d’an endalc’had

Timbroù Inizi Pitcairn

Eus Wikipedia
Timbr 1940

Un enezeg a beder enezenn er Mor Habask eo an Inizi Pitcairn. Trevadenn ar Rouantelezh Unanet eo bet, unan diwar ar 14 a Diriadoù Tramor Breizh-Veur (British Overseas Territory) ez-ofisiel eo abaoe ma’z eus bet votet ul lezenn e 2002.

En Inizi Pitcairn emañ ar boblañs vihanañ eus kement demokratelezh a zo er bed : 47 annezad e 2021.

A-raok 1927 e veze kaset lizhiri eus Pitcairn hep timbr. E 1921 e oa bet asantet ent-ofisiel gant ar Rouantelezh-Unanet ha Zeland-Nevez kas al lizhiri eus an enezenn evit netra. Skrivet e veze Posted on Pitcairn Island: no stamps available (Postet war an Inizi Pitcairn : n'eus timbr ebet) gant an dorn, ha kaset e veze digoust gant al listri o tilestrañ a vare da vare. Paeet e veze ar frejoù-post gant an nep a reseve al lizher.

Koulskoude, lakaet e voe fin d'an emglev-se gant gouarnamant Zeland-Nevez e miz Mae 1926 goude ma oa bet mesket o lizhiri dezho gant beajourien al lestr gant ar reizhiad "evit netra" a oa hini annezidi Pitcairn.

D'ar 7 a viz Here 1927 e voe krouet un ajañs postel e Pitcairn evit gwerzhañ timbroù Zeland-Nevez. Kachedet e oa al lizhiri gant ar gerioù “Pitcairn Island/NZ Postal Agency “ (Enez Pitcairn/Ajañs Postel ZN). Daoust da implij timbroù Zeland-Nevez ez eus bet savet goloioù-koun dindan anv Pitcairn, unan da skwer evit lidañ krouidigezh ul liamm radio gant an enezenn e 1938.

E 1937 e teuas James Scott Neill, anezhañ koñsul Breizh-Veur e Tonga, da weladenniñ an enezenn bennañ, evit gwellaat doare-merañ an drevadenn. D'ar mare-se e oa Breizh-Veur o klask lakaat he zrevadennoù da vezañ emren war dachenn an arc'hant, ha Neill a skrivas en e rentañ-kont e vefe ar gwerzhañ timbroù-post an doare nemetañ da c’hounit arc’hant evit kempouezañ ar budjed.

Timbr 1940
Timbr 1957

Da-heul e zanevell e voe embannet d'an 30 a viz Ebrel 1940 e vefe savet ur burev-post war an enezenn. Paouez a reas Ajañs Postel Zeland-Nevez ganti d'ar 14 a viz Here hag an deiz war-lerc'h e voe digoret Burev Post Inizi Pitcairn. An deiz-se e voe embannet ar rummad timbroù-post kentañ dindan anv Pitcairn.

An eizh timbr kentañ zo bet moullet gant div gompagnunezh saoz hag o deus klasket lakaat war-wel lec’hioù istorel an enezenn ha tudennoù brudet troioù-kaer al lestr Bounty, e-kichen poltred ar roue George VI.

Ur rummad timbroù heñvel (kartenn an enezenn, al lestr Bounty, skol ar vourc’h..) a voe da heul (e 1957), gant poltred Elesbed II avat.

Timbr 1957
Timbr 1964

Dont a reas an timbroù-se da vezañ brudet-tre e-touez an dastumerien timbroù, Ha gant o gwerzh e voe rastellet arc’hant bras gant melestradurezh Pitcairn, peadra da aesaat emrenerezh an drevadenn. Er bloavezhioù 70, gwerzh an timbroù a yae d’ober 70% eus gounidoù ar Gouarnamant lec’hel.

E dibenn an XXvet kantved e tigreskas ar skrivañ lizherennoù, ne oa mui an dimbraouriezh diouzh ar c’hiz. E 2004 ez eas an tiriad d’ober freuz-stal. Gouarnamant Breizh-Veur a ginnige 90% eus e vudjed bloaz.

Betek miz Kerzu 2020 e veze kenurzhiet programoù timbroù an tiriad gant ar ‘’Pitcairn Islands Philatelic Bureau’’, un ofis publik staliet e Zeland-Nevz. D'an 20 a viz Kerzu 2020 e voe fiziet al labour e Tower Mint, un embregerezh prevez er Rouantelezh-Unanet.

Daoust d'an enezenn bezañ graet eus an timbroù ur rann a-bouez eus ekonomiezh ar vro, n’eus ket bet embannet re a dresadennoù timbroù. E 1989 e oa bet produet nebeutoc'h eget 300 timbr. Distrujet e voe an timbroù na oant ket bet gwerzhet, da virout an dalvoudegezh anezho.

Degouezhoù a bep seurt (eured, deiz-ha-bloaz, ganedigezh…) familh ar rouanez Elesbed II a gaver skeudennaouet alies-tre war timbroù an enezeg.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]