Mont d’an endalc’had

Timbroù Ginea-Nevez ar C'hornaoueg

Eus Wikipedia

Emañ enez Ginea-Nevez en norzh da Aostralia, etre Mor Bismarck ha Mor Arafura. Rannet eo bet e teir lodenn (Ginea-Nevez ar C’hornaoueg, Ginea-Nevez ar Biz hag ar Gevred) gant trevadennerien Europa (Alamagn, Breizh-Veur hag an Izelvroioù) e fin an XIXvet kantved.

Ginea-Nevez ar C’hornaoueg a zo bet dindan dalc’h an Izelvroioù adal 1898, o vezañ ur rannvro eus Indez Nederlandat ar Reter. Pa voe asantet gant gouarnamant Den Haag dizalc'hiezh an drevadenn e 1949 - a zeuas da vezañ Indonezia - e kendalc’has Ginea-Nevez ar C’hornaoueg da vezañ meret gant an Izelvroioù.

Melestradurezh an Izelvroioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1950 e voe embannet un timbr warn-ugent evit an tiriad nevez-se en ur implij timbroù boutin an Izelvroioù gant an alc’hwez NIEUW GUINEA.

Evit ar yaouankiz (1957)
Evit ar Groaz-Ruz (1958)

Heuliet e vo ar rummad-se gant unan gouestlet d’an evned e 1954, gant ar meneg "NEDERLANDS NIEUW GUINEA" ar wech-mañ. Un heuliad 8 timbr boutin gant poltred ar rouanez Juliana a voe embannet nebeut goude.

Timbroù madoberus a ya d’ober an darn vrasañ eus an embannadurioù etre 1955 ha 1959 : evit sikour ar Groaz Ruz e 1955 ha 1958, ar stourm a-enep al lorgnez hag evit ar vugale e 1957, sikour sokial evit annezidi an enezenn e 1959….


Melestradurezh ar Broadoù Unanet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr an A.B.U. (1963)

Da-heul Emglev New York e voe fiziet dazont Ginea-Nevez ar C’hornaoueg en Aozadur ar Broadoù Unanet e miz Eost 1962. Dreistmoullet e voe 19 timbr kozh gant UNTEA da lavaret eo United Nations Temporary Executive Authority (Aotrouniezh-seveniñ berrbad ar Broadoù Unanet).

Melestradurezh Indonezia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr indonezian e gwerzh e Ginea Nevez ar C’hornaoueg (1963)
Timbr indonezian (1968)

Ne badas ket pell kefridi an A.B.U. rak d’ar 1añ a viz Mae 1963 e tileze e garg evit fiziañ e gouarnamant Jakarta ar giriegezh da verañ Ginea Nevez ar C’hornaoueg … hep goulenn digant an annezidi ha mat e oa dezho pe get.

E 1964 e voe embannet un toullad timbroù gant ar meneg IRIAN BARAT dreistmoullet, anv nevez (betek 1969) an tiriad a zeuas da vezañ ur proviñs eus Indonezia. REPUBLIK INDONESIA hag IRIAN BARAT (gant lizherennoù bihanoc’h) a lenner c’hoazh war an timbroù embannet e 1968 gant Postoù Indonezia, met pa voe enframmet penn-da-benn an tiriad er republik e 1970, n’eus mui kaoz eus timbroù savet a-ratozh evit e boblañs.

Timbr indonezian evit lidañ stagadenn Ginea-Nivez ouzh Indonezia.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]