Mont d’an endalc’had

Timbroù Gambia

Eus Wikipedia
Victoria Timbr 1880

Emañ Gambia e kornôg Afrika, enklozet e-barzh Senegal, ur vro bet trevadennet gant Bro-C’hall tra ma oa Gambia un tiriad eus impalaeriezh ar Rouantelezh-Unanet.

E miz Meurzh 1869 e voe embannet an timbroù kentañ, ha n’eo ket ur souezh e voe kinniget poltred ar rouanez Victoria war ar rummad kentañ, souezhusoc’h eo avat e oa torgennek an timbroù-mañ.

Betek 1922 ne voe nemet timbroù boutin a vent vihan, warno penn ar rouanez pe hini ar roue Edouarzh VII, ha George V war e lerc’h.

Timbr 1944
Maouez wolof - Timbr 1953

Emren e voe Gambia d’ar 7 a viz Du 1963 ha dizalc’h diouzh ar Rouantelezh-Unanet d’an 18 a viz C’hwevrer 1965 dindan stumm ur vonarkiezh vonreizhel. D’ar 24 a viz Ebrel 1970 e voe embannet ar Republik.

Gant Postoù Gambia e voe dalc'het hêrezh Breizh-Veur en ur mod, rak embannet e veze penn ar Prezidant e korn pep timbr etre 1972 ha 1994. Un niver bras-spontus a zo bet embannet gant Gambia (The Gambia a lenner war an timbroù abaoe 1966) evit ar marc'had etrebroadel, en o zouez skeudennoù harozed Walt Disney, taolennoù livourien Europa, Elvis Presley, loened a bep seurt (kizhier, balafenned, marmouzed...), ar Briñsez Diana...