Mont d’an endalc’had

Timbroù Epira

Eus Wikipedia

Ur vro rannet e daou war var vord ar Mor Ionian eo Epira : emañ Hanternoz ar vro e Su Albania, poblet gant ur vinorelezh a C’hresianed, hag ar peurrest eus Epira a zo anezhi ur rannvro a C'hres hiriv.

Betek an 13 a viz C’hwevrer 1913 eo ar vro ur rann eus an Impalaeriezh Otoman.

Etre 1912 ha 1916 eo bet renet Epira an Hanternoz gant ur gouarnamant gresian disuj ha dibadus, savet a-enep diviz ar gouarnamant ofisiel da reiñ ar vro d’ar Stad nevez Albania. Hennezh eo a savas ur velestradurezh postel emren hag a lakaas moullañ timbroù Epira, etre 1914 ha 1916.

Timbr 1914
Timbr Chimarra 1914

Un heuliadenn pevar zimbr (1, 5, 10, ha 25 lepta) a oa bet embannet e miz C’hwevrer 1914 e Chimarra. Skeudennaouet int gant penn-doubl un erer warnañ ur penn-marv hag eskern e kroaz. Istitlet eo "ΕΛΛ. ΑΥΤΟΝ. ΗΠΕΙΡΟΣ / ΕΛΕΥΘΕΡΙΑ Η ΘΑΝΑΤΟΣ / ΑΜΥΝΕΣΘΑΙ ΠΕΡΙ ΠΑΤΡΗΣ" (Epira c’hresian emren – Ar frankiz pe ar marv – Difenn hor bro"). Al lizhiri "ΣΠ" zo skrivet war an tu-gin, e-kreiz ur c’helc’hig glas. Kement-se zo berradur Spiromilios, penn-rener kêr Chimarra. Savet int bet gant an dorn war ar prim avat, n’eo ket mat-mat o ferzh neuze. Rouez ha priziet int avat, zoken pa lavar ispisialourien zo n’int ket timbroù gwir da vat.

Ur rummad a eizh timbr zo deuet er-maez e miz Meurzh 1914, gwerzhet etre 1 lepton ha 5 drakma an tamm. Warno an hevelep skeudenn : un den o vukañ un dra bennak gant ur fuzuilh dirak tud all o sellout outañ. « ΗΠΕΙΡΟΣ » a lenner war daou dimbr ha « ΑΥΤΟΝΟΜΟΣ / ΗΠΕΙΡΟΣ” war ar re all.

E miz Eost e voe embannet un eil rummad timbroù hag a vrud dibarded ar vro : diskouez a reont holl banniel daou-liv Epira emren.

Kavet e vez an timbroù-se gant ar meneg "ΚΟΡΥΤΣΑ" (kêr Koritza).

Timbr Epira aloubet gant Gresia

Gant Bro-Hellaz zo bet moullet timbroù dreistmoulet pa aloubas an arme Epira an Hanternoz e 1914. N’eur ket sur avat int bet implijet evit ar postañ lizhiri, met evit ar vrud nemetken.