Timbroù Bamra
Neuz

Unan eus Stadoù-priñselezh India e oa Bamra da vare mestroniezh ar vro-se gant ar Rouantelezh-Unanet. Emañ an tiriad e reter an Unvaniezh Indian, e Stad Orissa bremañ.
Gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet e-pad an XIXvet kantved, embannet e oa bet un nebeud timbroù gant Bamra etre 1889 ha 1891 evit bezañ implijet er vro hepken.
Timbroù eeun int, un tamm paper karrezek gant ar meneg BAMRA Postage e saozneg hag en oriyeg. Timbroù gant ur meneg fazius a c'heller kavout, da skouer Ecudatory pe Foundatory e-lec'h Feudatory, pe BAMBA e-lec’h BAMRA.
Timbroù kemedel (Paper stamps e saozneg) a oa bet embannet ivez, poltred ar Raja warno, betek deroù an XXvet kantved.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad diwar-benn timbroù kemedel Bamra (e saozneg)