Mont d’an endalc’had

Thyreophora

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Thyreophora diazez)

An Thyreophora (eus an henc'hresianeg Thyreophora, a dalvez « douger skoed ») zo un isurzhiad dinosaored eus strollad an ornithischia. Geotdebrerien bevarzroadek e oant ha gwarezet e veze o c'hein gant plakennoù askornek, ha broudoù. Bevañ a rejont eus deroù ar Juraseg betek diwezh ar C'hretase. Hervez ar c'herentiadoù ez ae o ment eus 1 da 10 metr.

E-touez an Ornithischia, an Thyreophora a oa ur strollad kentidik a-walc'h, dezhe karvanoù na oant ket ken kemplezh ha re ar Marginocephalia hag an Ornithopoda. Anavout a reer daou gerentiad Thyreophora disheñvel :

  • Ar Stegosauria. Loened pevarzroadek e oant, dezhe izili kreñv, uheloc'h o dargreiz evit o divskoaz. Ouzhpenn ar plakennoù hag ar broudoù war o c'hein e oa daou rumm drein ouzh o lost. Un empenn "kentidik" o doa. Kenurzhiet e veze al lost hag ar pavioù a-dreñv gant un eil kreizenn nervennoù. Badezet eo bet a-wezhioù e gaou « eil empenn » met ne oa ken ur volzenn eus mel al livenn a gaver gant an holl vellkeineged, a live gant o izili a-dreñv). Bevet o deus dreist-holl e-pad ar Juraseg, daoust m'o deus bevet lod anezhe betek ar C'hretase. (sellet ouzh Stegosaurus)
  • An Ankylosauria. Berroc'h e oa o izili a-dreñv evit re ar Stegosauria. Hobrejonet e veze ivez o gouzoug, o c'hein hag o daougostoù gant drein ha plakennoù askornek. Darn a oa ur vataraz gante ouzh dibenn o lost. Lod all o devoa broudoù hir ouzh o divskoaz. Kemer a rejont lec'h ar Stegosaura e deroù ar C'hretase ha bevañ a rejont betek fin ar c'hretase. (Sellet ouzh Euoplocephalus)

A-raok an daou gerentiad-se e vevas ur strollad Thyreophora all, e-doug ar Juraseg, ar Scelidosaurus, un aneval 4 metr hirder, dezhañ ur penn bihan hag ur c'hein goloet a zrein. Un Thyreophora diazez eo eta, tost da hendad boutin ar Stegosauria hag an Ankylosauria.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]