Euoplocephalus
| |||
|---|---|---|---|
Un Euoplocephalus
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Reptilia | ||
| Usurzhad : | Dinosauria | ||
| Urzhad : | Ornithischia | ||
| Isurzhad : | Thyreophora | ||
| Kerentiad : | Ankylosauridae | ||
| Genad : | Euoplocephalus | ||
| Spesadoù | |||
| |||
| Pelec'h e veze kavet | |||
| {{{2}}} | |||
| Prantad | |||
| {{{2}}} | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Euoplocephalus (« penn armet mat ») a oa un dinosaor geotdebrer a veve er C'hretase, 73 milion a vloavezhioù ’zo. Dezhañ 7 m hirder ha 2 donenn pouez, arouezius e oa eus kerentiad an Ankylosauridae, dinosaored hobrejonet berr a-walc'h, a oa gwarezet o fenn gant pladennoù askornek. Darn anezhe a c'halle goloiñ an daoulagad. Plakennoù, broudoù ha kerniel a oa war o c'hein ivez. E penn e lost e oa ur vataraz, anezhi koagennoù askornek stag ouzh diwezhañ mell al lost. En em zifenn a rae ganti a-enep ar preizherien bras, Carnosaurus peurgetket, ouzh he skeiñ ouzh o favioù a-dreñv. Daoust d'o hobrejon e oant prim a-walc'h moarvat, gouest da dec'hel d'ar red pe da zistreiñ da deuler o lost ouzh al loen a dage anezho. Bevañ a rae euoplocephalus e-unan moarvat, o peuriñ plant geotennek ar c'hoadoù. An 40 loen adkavet en Norzhamerika (er Montana, en Alberta) a oa kavet pell an eil re diouzh ar re all.
