Mont d’an endalc’had

Thorpe (Nottinghamshire)

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Thorpe en Nottinghamshire

Thorpe, pe Thorpe by Newark, zo ur gêriadenn e-kichen Newark-on-Trent, e kontelezh Nottinghamshire.

E-kichen Thorpe emañ East Stoke, war un hent roman kozh anvet Fosse Way, hag eno e oa un annezadenn roman anvet Ad Pontem.

En Itinerarium Antonini 4777 (Iter VI) e kaver meneg eus Ad Pontem, un anv hag a dalvez kement hag "e-tal ar pont" pe "penn ar pont"[1]. An implij eus ar ger latin, ha n'eo ket ar ger keltiek *briva, a ziskouez e oa evit ur savadur nevez gant ar Romaned.

  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982.