Theodor de Bry
Theodor de Bry (1528 e Liège – 27 a viz Meurzh 1598 e Frankfurt am Main) a oa un treser, engraver hag embanner. Brudet eo, evel e vab Johann Theodor de Bry (1561-1623) dre ma lakjont embann Peregrinationes in Indiam orientalem et Indiam occidentalem, ma lenner rentaoù-kont ar beajoù kentañ da Amerika.
Kazi sur e teskas gant e dad, an orfebour Thiry de Bry yaouank. Martez e rankas tec'hout kuit eus Liège ha mont da Straßburg dre ma oa gwelet evel un disivouder ha dre ma oa bet lamet holl e vadoù digantañ. Soñjal a reer en em stalias e Straßburg e 1560. Ur gêr a-bouez e oa a-zivout diorren an arzoù (engraviñ ha orfeberezh dreist-holl), hag eno e veze degemeret an holl re a veze heskinet abalamour d'o c'hredennoù. Eno ivez e timezas gant Catherine Esslinger.
E Londrez edo etre 1587 ha 1588, ha goude-s en em stalias da vat e Frankfurt.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Peregrinationes in Indiam orientalem et Indiam occidentalem, Frankfurt am Main, 1590-1634
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Theodor de Bry: buhez hag oberennoù
- Dastumadegoù skol-veur Liège
- An Azginivelezh e Liège
- Theodor de Bry hag e Beregrinationes in Indiam orientalem et Indiam occidentalem
- Taolenn Peregrinationes in Indiam orientalem et Indiam occidentalem e latin hag en alamaneg
- Peregrinationes in Indiam orientalem et Indiam occidentalem
- Roanoke e «Virginia» diwar Peregrinationes in Indiam orientalem et Indiam occidentalem
- Engravadurioù Theodor de Bry
- Roll dourlivadurioù John White hag engravadurioù Theodor de Bry