Theodoor Hendrik Van de Velde
Neuz
Theodoor Hendrik Van de Velde ( 1873, Leeuwarden – 1937 Locarno) a oa ur benvezeg izelvroat a renas Ensavadur benvezegiezh Haarlem.
E 1926 e skrivas ul levr anvet Het volkomen huwelijk ("Ar briedelezh peurvat") hag a roas brud dezhañ. Kaoz a oa ennañ da zougen bri da anaoudegezh ar blijadur er vuhez erotek.
- En Alamagn e voe embannet e levr, anvet Die vollkommene Ehe betek 42 gwech e 1932, goude ma oa bet lakaet gant ar gatoliked war roll al levrioù berzet, an Index Librorum Prohibitorum.
- E Sveden brotestant, e oa anvet Det fulländade äktenskapet ha ne voe ket aotreet d'ar yaouankiz a-raok kreiz ar bloavezhioù 1960.
- E saozneg eo anvet Ideal Marriage: Its Physiology and Technique hag al levr gwellañ diwar-benn an darempredoù reizhel er briedelezh e oa e-pad meur a vloaz, ma voe embannet 46 gwech ha gwerzhet un hanter vilion a skouerennoù.
Adal 1905 e tiskouezas ne vez viet gant ar maouezed nemet ur wech etre pep koll-gwad.