The squeaky wheel gets the grease
Neuz
The squeaky wheel gets the grease zo ur c'hrennlavar amerikan hag a droer evel-hen: ar rod a wigour eo an hini a vo lardet. Ret eo kompren eo an hini a glemm a vez roet dezhañ, hag e ranker klemm evit kaout.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket a belec'h e teu metaforenn ar rod a wigour met lakaet e vez war gont ar fentigeller Josh Billings en divije savet ar pezhig "The Kicker" (war-dro 1870)[1].
- I hate to be a kicker,
- I always long for peace,
- But the wheel that does the squeaking,
- Is the one that gets the grease.
Disheñvelded sevenadurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enebet eo ouzh ar c'hrennlavar brezhonek: Fallañ ibil a zo er c'harr a wigour da gentañ, a denn da lavarout eo ar re fall a glemm.
Ken enebet all eo ouzh ar c'hrennlavar japanat An tach uhelañ eo an hini a vez skoet warnañ[2].