Mont d’an endalc’had

The Times of India

Eus Wikipedia
The Times of India
kazetenn
Deiziad krouiñ1838, 1898 Kemmañ
TitlThe Times of India Kemmañ
StadIndia Kemmañ
Luskad politikelcentre-right Kemmañ
Perc'hennet gantThe Times Group Kemmañ
Aozadur mammThe Times Group Kemmañ
Perc'henn warIndiatimes shopping Kemmañ
Sez sokialMumbai Kemmañ
Bro orinIndia Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Stumm ar gazetennbroadsheet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://timesofindia.indiatimes.com Kemmañ


The Times of India (TOI) zo unan eus kazetennoù saoznek India[1]. An trede kazetenn vrasañ eo en India, a-fet niver a skouerennoù embannet,[2] hag ar gazetenn saoznek vrasañ er bed a-bezh, gant ouzhpenn 3 milion a skouerennoù embannet bemdez ha kalz muioc'h a lennerien.

Savadurioù The Times of India e Mumbai.

Kazetenn saoznek koshañ India eo ivez[3]. Savet e oa bet d’an 3 a viz Du 1838, gant an anv The Bombay Times and Journal of Commerce, evit ar Saozon a oa o vevañ e kornaoueg Indez. Da gentañ ne veze embannet nemet div wech ar sizhun, da Verc’her ha da Sadorn. Keleier eus Europa, eus Norzhamerika hag eus Indez a oa enni. Adalek 1850 e voe embannet bemdez hag e 1861 he doa kemeret an anv a zo ganti bremañ.

Embannet e vez en eizh kêr en India, gant ar stroll The Times Group (Bennett, Coleman & Co Ldt), un embregerezh perc’hennet gant ar familh Sahu Jain. Bez’ eo ar stroll brasañ e bed mediaoù India. Gantañ e vez embannet kazetennoù all ivez The Economic Times, ar Mumbai Mirror, an Navbharat Times (en hindeg) hag ar Maharashtra Times (e marateg) ; meur a chadenn skinwel zo gantañ ivez.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.