The Running Man (film 1987)

Eus Wikipedia

The Running Man zo ur film skiant-faltazi stadunanat eus 1987 renet gant Paul Michael Glaser, gant Arnold Schwarzenegger, María Conchita Alonso, Yaphet Kotto, Jesse Ventura, ha Richard Dawson. Diazezet eo war ar romant The Running Man embannet e 1982 gant Stephen King gant al lesanv Richard Bachman.

Istor ar film a dremen e Stadoù-Unanet Amerika etre 2017 ha 2019. Un abadenn skinwel anvet The Running Man a ra berzh bras er skinwel. Un torfedour kondaonet reder pe "runner" a rank tec'hout rak lazherien a vicher. The Running Man n'en doa ket graet berzh er box office en SUA. Rastellet e oa bet 37 milion $, ar budjed o vezañ bet 28 milion $. Degemeret e oa bet damvat a-fed burutelladennoù.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jesse Ventura evit Captain Freedom
  • Jim Brown evit Fireball
  • Erland Van Lidth De Jeude evit Dynamo
  • Dweezil Zappa evit Stevie
  • Kurt Fuller evit Tony
  • Rodger Bumpass evit Phil Hillton
  • Edward Bunker evit Lenny
  • Sven-Ole Thorsen evit Sven
  • Karen Leigh Hopkins evit Bre