The Rescuers (film, 1977)

Eus Wikipedia

The Rescuers (Ar Saveteerien) a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant an tri filmaozer stadunanat John Lounsbery (1911-1976), Wolfgang Reitherman (1909-1985) hag Art Stevens (1915-2007). Diazezet eo senario ar film diwar ar romant The Rescuers, savet evit ar vugale gant ar skrivagnerez saoz Margery Sharp (1905-1991) hag embannet e 1959.

Produet gant Walt Disney Productions e voe skignet gant Buena Vista Film Distribution Company, Inc., evit ar wech kentañ, d'an 19 a viz Mezheven 1977[2] e Washington D.C. (Stadoù-Unanet Amerika). Trivet film bevaat warn-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h The Many Adventures of Winnie the Pooh (e miz Meurzh 1977) hag a-raok The Fox and the Hound (e miz Gouere 1981).

Un heuliad d'ar film — The Rescuers Down Under an titl anezhañ — a zeuas e-maez e miz Du 1990.

Listenn an aktourien o devoa prestet o mouezhioù da dudennoù ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Triwec'h munutenn ha tri-ugent e bad.
  2. Kentaenn.