The Rakes
Ur strollad rock / post-punk saoz savet e 2003 eo The Rakes.
Istor ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2004 en deus ar strollad sinet ur gevrat gant an ti-embann pladennoù V2 Records. Er memes bloavezh eo bet dizoloet a-drugarez d'e abadenn e-pad an Transmusicales e Roazhon, ha sonet en deus e-pad penn-kentañ troiad Bloc Party.
E 2005 eo deuet er-maez pladenn gentañ ar strollad, Capture/Release he zitl. Levezon strolladoù punk (Buzzcocks) ha post-punk (Wire) a glever enni. Er meme bloavezh o deus sonet e penn-kentañ abadennoù Franz Ferdinand e Europa.
E penn-kentañ 2006 o deus The Rakes lakaet embann un EP anvet All Too Human. Er bloavezh-se e troont o-unan evit ar wech kentañ, hag e kemeront perzh er raktres "Monsieur Gainsbourg Revisited" (kanaouennoù Serge Gainsbourg sonet en-dro gant strolladoù saoz). Ganto eo deuet "Le Poinçonneur des Lilas" da vezañ "Just a Man with A job". Er memes bloavezh ez eus deuet er-maez ur bladenn enni kanaouennoù Capture/Release advesket. Anvet eo ar bladenn-se "Remixes".
D'ar 26 a viz Meurzh 2007 eo deuet er-maez o eil pladenn anvet Ten New Messages.
Izili ar strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alan Donohoe (kan)
- Matthew Swinnerton (gitar)
- Jamie Hornsmith (gitar boud)
- Lasse Petersen (taboulinoù)
- Ethan Dickens (soner a zeu ganto evit an troiadoù evit seniñ touchennaoueg ha binvioù-sko) erlec'hiet gant Geoff abaoe miz Gouere 2007.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladennoù single
- Retreat (2005)
- Strasbourg (2005)
- Work, Work, Work (Pub, Club, Sleep) (2005)
- 22 Grand Job (2005)
- All Too Human (2006)
- We Danced Together (2007)
- The World Was A Mess But His Hair Was Perfect (2007)
Pladennoù LP
- 2005 : Capture/Release
- 2007 : Ten New Messages
- 2009 : Klang