The Princess and the Frog

Eus Wikipedia

The Princess and the Frog (Ar Briñsez hag ar Ran) a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek sevenet gant an daou filmaozer stadunanat Ron Clements (1953-) ha John Musker (1953-).
Krouet e voe diwar ar romant The Frog Princess, savet gant ar skrivagnerez stadunanat Elizabeth Dawson Baker, a voe embannet e 2002.

Produet gant Walt Disney Animation Studios e voe skignet gant Walt Disney Pictures d'ar 25 a viz Du 2009, evit ar wech kentañ, e Los Angeles (Kalifornia) ha New York (Stadoù-Unanet Amerika). Navet film bevaat ha daou-ugent ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Bolt (e miz Du 2008) hag a-raok Tangled (e miz Du 2010).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Seitek munutenn ha pevar-ugent e bad.