The End

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gerioù diwezhañ ar ganaouenn

The End eo ar ganaouenn diwezhañ (2:05 he fadelezh) a vez kavet war unnekvet albom ar strollad The Beatles, Abbey Road e anv.

Ur ganaouenn guzh a vez kavet war he lerc'h, Her Majesty he zitl. Padout a ra nemet 23 eilenn, ar pezh a lak anezhi da ganaouenn verrañ bet biskoazh aozet gant ar Beatles.

Embannet e oa bet an albom-mañ e Breizh-Veur d'ar 26 a viz Gwengolo 1969 hag d'ar 1añ a viz Here er Stadoù Unanet. Ar gwir ganaouenn diwezhañ bet enrollet gant ar strollad an hini eo oc'h echuiñ gant e vicher e studio da vat. Skrivet e oa bet he fozioù diwezhañ The love you take is equal to the love you make, da lâret eo Par eo ar garantez a vez roet d'an hini a vez degemeret, gant Paul McCartney. Daoust d'ar frazenn-mañ bezañ eeun ken ez eo e oa bet piket John Lennon e galon ken ma voe rannet gantañ e oa ur frazenn hollvedel ent gwir oc'h ouzhpennañ e oa...Paul gouest d'en em soñjal pa felle dezhañ.

Tennañ a ra splann ar ganaouenn-mañ da vicher ar strollad, o kregiñ gant gerioù diampart Love Me Do betek ur gemennadenn gevrinus a furnez kaset gant ar strollad a gemmas ar sonerezh pobl.