The Eagle (film, 2011)

Eus Wikipedia

The Eagle zo ur film drama istorel embannet e 2011 ha sevenet gant Kevin Macdonald. An istor a dremen e Breizh romanekaet. An aktourien a zo Channing Tatum, Jamie Bell ha Donald Sutherland. Ar film zo diazezet war ar romant The Eagle of the Ninth (1954) skrivet gant Rosemary Sutcliff. An istor a ro tro da heuliañ istor un ofiser roman yaouank o klask adkavout erer an IXvet lejion kollet e Bro-Skos. An istor zo diazezet war martezeadennoù o tisplegañ steuziadur al lejion e Breizh.

Ar film zo kenproduet gant Saozon ha stadunaniz. Embannet eo bet e Stadoù-Unanet Amerika ha Kanada d'an 11 a viz C'hwevrer 2011, hag er Rouantelezh-Unanet hag Iwerzhon d'ar 25 a viz Meurzh 2011.

E-touez an istorourien e chom dizemglev bras daoust ha steuziet e vije an IXvet lejion e norzh Breizh.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]