The Beverly Hills Courier
Neuz
The Beverly Hills Courier zo ur gazetenn sizhuniek digoust embannet ha gwerzhet e Beverly Hills hag an trowardroioù. Bez ez eus ivez ur stumm pemdeziek war Internet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet ar gazetenn gant March Schwartz e 1965. Ar penngazetenner e oa Arthur M. Goldberg etre 1966 ha 2003. An daou zen a oa tud eus bed ar c'hazetennerezh o devoa labouret dija evit al Los Angeles Times, gant ar stagadenn aet da get Los Angeles Mirror. Schwartz a oa penn ar gwerzhioù ha Goldberg an embanner. E 2004, embanner ar c'h-Courier, Norma Zager, a voe enoret evel kazetennerez ar bloavezh gant al Los Angeles Press Club evit un heuliad pennadoù war ar pezh a zeuio da vezañ an Afer Erin Brockovich.